Banniel Komorez

Banniel Komorez

Banniel Komorez eo banniel broadel Komorez abaoe ar 7 a viz Genver 2002.

En tu kleiz ez eus un tric'horn gwer, ardamezioù gwenn ar vro ennañ. A-hend-all ez eus peder bandenn a-blaen, arouez inizi Komorez : melen (Mohéli), gwenn (Mayotte), ruz (Anjouan) ha glas (Grande Comore). Ur greskenn ha peder steredenn a ya d'ober an ardamezioù, arouez an islam, relijion bennañ Komorez. Gant ar peder steredenn e vez aroueziet ivez peder enezenn ar vro.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search